Ergyng

Ergyng a oa ur rouantelezh kozh eus Kembre, er vro a zo breman Herefordshire, etre ar stêrioù Menoe ha Gwy. Enni e oa ivez un darn eus kontelezh Gwent, hag ar gêr roman gozh Ariconium (Weston under Penvard) e oa he c’hêr-benn gentañ moarvat. Eus anv ar gêr-benn e teu anv ar rouantelezh. Archenfield e voe anvet gant ar Saozon.

E 474 e voe krouet gant Gwrfoddw Hen. A-raok-se e oa un darn eus rouantelezh Gwent. Ne badas ket pell he frankiz, avat, rak merc’h roue Glywys a zimezas da v-Meurig Gwent war-dro 570 ha goude 590 e voe unvanet Ergyng gant Gwent.

Adsavet e voe ar rouantelezh gant Erb ap Erbic ap Meurig, roue Gwent, evit e vab Pebiaw Gladrog ab Erb. E genderv, Gwrgan Fawr, e oa roue pennañ e remziad. War a greder, en deus renet war un darn vras eus Morgannwg, marteze betek ar stêr Nedd, er c'hornôg. Ne badas ket ar rouantelezh goude marv he roue diwezhañ Athrwys ha staget e voe ouzh rouantelezh Gwent gant ar roue Meurig, a oa dimezet da verc’h Gwrgant Fawr.

Gant ar Saozon e voe staget he douaroù un tammig a-raok aloubadeg an Normaned.


Developed by StudentB